Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sant-Ervlan, 100vet kumun o sinań « Ya d’ar brezhoneg »

Dre sinań ar garta Ya d’ar Brezhoneg eo deuet kumun Sant-Ervlan (44) da vezań ar 100vet kumun o tegemer karta an Ofis.

Un toullad brav a dud a oa en em gavet e ti-kęr Sant-Ervlan eta d’ar Gwener 15 a viz Ebrel 2009 evit kemer perzh e lid sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an ao. Charles Gautier, senedour-maer Sant-Ervlan, an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, an ao. Michel François, kuzulier-kęr, tud e karg skolioů divyezhek Naoned ha Sant-Ervlan hag ar frammoů kelenn d'an oadourien ha tud kar ar brezhoneg.

En e brezegenn e oa bet displeget sklaer gant an ao. Charles Gautier pegen pouezus e oa arouez ar brezhoneg evit an holl e Sant-Ervlan. An dibab oberoů ivez a ziskouez pegen digor eo spered tud ar C’huzul-kęr o deus bet c’hoant da reiń an tu da annezidi Sant-Ervlan da dostaat ouzh ar brezhoneg en o buhez pemdeziek.

Dibabet ez eus bet gant ar c’huzul-kęr kas da benn dindan 3 bloaz 7 ober evel : staliań panelloů divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, kemer perzh e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien, sevel un enklask e-touez tud bugale ar gumun gant ar sońj digeriń un hentenn divyezhek, kreskiń lodenn al levrioů brezhonek el levraoueg-kęr, kinnig abadennoů dudi e brezhoneg...

Sinadur ar garta gant Sant Ervlan, un dra naturel eme Charles Gautier, a oa gortozet gant ar vrezhonegerien niverus zo o chom e Meurgęr Naoned, ha dreist-holl er gumun-mań m’eo staliet kentań skolaj Diwan al Liger-Atlantel abaoe miz Gwengolo 2008, koulz hag ar Greizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. Kalz kentelioů brezhoneg evit an oadourien a vez heuliet e Sant-Ervlan ivez.

Sant-Ervlan eo an eil kumun el Liger-Atlantel o sinań ar garta Ya d’ar Brezhoneg. Ur milion a Vretoned a vev en ur gumun bet sinet Ya d'ar Brezhoneg ganti hiviziken.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn