Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lesneven, Sant-Neven, Plouzeniel a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Plaset mat emañ bro Vrest evit a sell ouzh emezelañ d’ar garta Ya d’ar brezhoneg : 19 kumun o deus sinet d’an deiz a hiziv.

Dalc’het eo bet lid-sinañ ar garta gant an teir c’humun-mañ eus Penn-ar-Bed d’an 22 a viz Mae 2009 dirak an ao. Jean-Yves Le Goff, maer Lesneven, an ao. Joël Marchadour, maer Plouzeniel, an ao. Jean-Yves Salaun, maer Sant-Neven, un toullad eilmaered ha kuzulierien-kêr ha dilennidi o tont eus ar c’humunioù tro-war-dro.

Kumun Lesneven a fell dezhi tizhout al label live 2. Kumunioù Plouzeniel ha Sant-Neven o deus dibabet live 1 ar garta.

Dibabet o deus ar c’humunioù-se oberoù a sell ouzh ar panellerezh divyezhek war hentoù o zakad hag o savadurioù melestradurel. Kemer a raint perzh ivez e brudadeg ar c’helenn brezhonek d’an oadourien ha lakaat a raint da sevel logoioù divyezhek nevez evit pep kumun.

Meur a ober all a zo bet dibabet gant an dilennidi : kartennoù-bizit divyezhek, pennad-stur e kazetenn an ti-kêr kinniget en div yezh. Tu a vo roet d’an dud nevez da zimeziñ e brezhoneg ha skoazellet e vo digoradur klasoù divyezhek.

Un termen 3 bloaz a zo bet dibabet gant ar c’humunioù evit kas da benn vat an oberoù votet gant o C’huzulioù-kêr
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn