Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Skol Sant-Gwenn e Gwened : ar c’hentañ skol kentañ derez o sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg

A-raok pell e vo lidet 20 vloaz krouidigezh hentad divyezhek Sant-Gwenn. Er penn a-raok e oa ar skol-se e 1990 rak enni e oa bet digoret an hentad divyezhek prevez kentañ. Lañs a zo gant Sant-Gwenn c’hoazh rak ar c’hentañ skol kentañ derez divyezhek eo o sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg.

War-dro 60 den a oa deuet evit al lid, rener ar skol evel-just an Ao. Jérôme Larcher-Rouland, Dominique Guého - prezidant Dihun Sant-Gwenn, Anne-Marie Duro - eilmaerez Gwened, dileuridi eus Renerezh Eskopti ar Gelennadurezh Katolik evit ar Mor-Bihan, Nelly Fruchard - maerez Pleskob, Louis-Marie Supiot - rener skolaj Itron-Varia ar Menemeur ha maer Meukon, Yannig Baron - prezidant Dihun Breizh. Kelennerien, kerent ha bugale o doa kemeret perzh ivez.

Displeget en deus J. Larcher-Rouland pegen laouen e oa o sinañ an emglev. Berzh a ra an hentad divyezhek e Sant-Gwenn ha plas ar yezh e mont en-dro ar skol n’eo ket dister. Ne ray ar sinadur-se nemet kadarnaat an holl oberoù zo bet graet dija.

Pouezet he deus L. Louarn war talvoudegezh ar c’helenn divyezhek evit dazont ar yezh.
Kêr gentañ Breizh eo Gwened gant kazimant 600 bugel skoliataet en hentadoù divyezhek. Tizhout a reer hiziv 9% eus bugale skolioù-mamm kêr er skolioù divyezhek zoken. Ret eo deomp kendelc’her a-benn tizhout dregantadoù evel e Norzheuskadi ma’z eus 30% eus ar vugale enskrivet en hentadoù divyezhek.

En tu all d’ar sinadur-se en deus bet c’hoant Dominique Guého sachañ evezh an dud war ar c’hudennoù a sav evit stummañ trawalc’h a skolaerien divyezhek hag evit diorren an hentad divyezhek katolik.

Evit ar pezh a sell ouzh an oberoù dibabet ez aio plas ar brezhoneg war-raok war dachenn ar c’hehentiñ diavaez ha diabarzh ha war ar stummañ. Niverus eo an oberoù zo bet kaset da benn dija, setu ma c’hallo Sant-Gwenn resev ul label a-raok pell.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn