Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (294 ko)  Fichier pdf 
  10vet deiz-ha-bloaz an Ofis, Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg : un devezh leun a bromesaoł evit ar brezhoneg

Lidet eo bet dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Mae 2009 e Palez ar c’hendalc'hioł en Oriant. Ouzhpenn 150 den, izili an Ofis, dilennidi ha tud kar o yezh o deus kemeret perzh en darvoud-mań. En endervezh, hag evel bep bloaz da-geńver Gouel Erwan, e oa bet roet Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg e anv ar C'huzul-rannvro.

Un devezh gouel ha labour war un dro a zo bet kinniget d’ar berzhidi.
Gant an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis abaoe e grouidigezh, eo bet kinniget an oberoł pennań bet o luskań buhez an Ofis en 10 vloaz diwezhań. Da c’houde eo bet kemeret ar gaoz gant Fulup Jakez, rener an Ofis, en deus lakaet fraezh an traoł war stad ar yezh, ar pezh a zo aet war-raok, ar pezh a chom d’ober.
An ao. Yann-Bźr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh er C’huzul-rannvro en deus degaset da sońj pep hini engouestl ar Rannvro evit diorren ar brezhoneg.

Aozet e oa bet un diviz war-lerc’h m’o deus kemeret perzh ennań tud e karg an 3 hentad divyezhek.
An it. Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan hag ar prezidant an ao. Michel Guego, an ao. Yannig Baron, prezidant Dihun (hentad prevez) hag an ao. Paul Molac, prezidant Div yezh (hentad publik) o deus lakaet war wel e oa bet kresket madik a-walc’h an niver a skolidi met displeget o deus ivez e oa mallus-tre aozań gwelloc’h ar c’helenn ha sevel ur gwir steuńv diorren evit digeriń klasoł e Breizh a-bezh evit bezań gouest da ginnig kentelioł brezhoneg un tammig e pep lec’h.

Evel bep bloaz abaoe 2002 e vez aozet Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg gant Ofis ar Brezhoneg diwar c’houlenn Kuzul-rannvro Breizh. Dileuriet e oa an ao. Jean-Yves an Drian gant an ao. Nicolas Morvan hag an it. Naig Gars, kuzulierien-rannvro. Er bloaz-mań ez eo mouezh leun a from ar ganerez Nolwenn Korbell he deus lakaet kalon an dud da dridal.
Ur wezh c’hoazh ez eus bet tu da reiń prizioł ha da lakaat war wel oberoł nevez ha graet eus ar c’hentań gant al loreidi.

3 loread nevez er rummad « hiniennoł » a zo bet priziet evit o dibaboł buhez heverk hag an oberoł o deus graet c’hoazh : Olier Huu Taļ Tran, Xavier Guillotel et Yann-Frańch Millet o deus desket brezhoneg en o oad gour hag implijout a reont ar yezh en o buhez prevez ha war o lec’h labour. Diwar vremań e treuzkasont o yezh e meur a zoare tro-dro dezho.

Er rummad « kevredigezh », kevredad Ti ar vro Bro Leon zo bet priziet evit e obererezhioł liesseurt kinniget e brezhoneg ha krouidigezh ar B&B (Bevań e brezhoneg), stajoł dre soubidigezh e ti an dud. Embannadur ul levr-CD, bet savet gant skoazell servijoł sokial an departamant, strollad ar Vro Bagan ha meur a di-leve evit an dud a labour gant ar re gozh, en deus desachet evezh ar bodad-barn dreist-holl.
War wel eo bet lakaet ar re yaouank ivez gant 2 gevredigezh o deus gounezet an eil priz rampo : Laz-kanań Allah’s kanań hag ar strollad c’hoariva Los Furlukinos, div gevredigezh krouet gant tud a oa bet e Diwan gwechall.
Mod-all, priziet eo bet ar gevredigezh Douar Alre evit he labour evit ar yezh kaset da benn e bro an Alre.

Gant ar rummad « embregerezhioł » ez eus bet tu da veuliń al labour kehentiń e brezhoneg savet gant an embregerezh Géothermie Confort a fell dezhań tuta brezhonegerien. An embregerezh yaouank Stered a zo bet priziet evit an nerzh en deus lakaet da vrezhonekaat kement ober kaset a-benn gantań (kehentiń, pakata ha kement ’zo) evit gwerzhań an dilhad awenet gant Breizh krouet ganto. Aet eo ar priz kentań gant an embregerezh Abglenn, produer ha tineller bio staliet e Pederneg ha siner Ya d’ar brezhoneg evit al labour don a vez graet gantań abaoe meur a vloaz.

Tra nevez ar Prizioł 2009 eo krouidigezh ur pevare rummad, savet abalamour d’ar berzh a ra ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er c’humunioł. Ar rummad « strollegezhioł » eo. Priziet eo bet al labour kaset da benn gant kumunioł Pluguen (29) ha Redon(35) koulz hag hini Kumuniezh kumunioł Kreiz-Treger en Aodoł-an-Arvor.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn al loreidi, pellgargit an teuliad stag.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn