Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg : Mont war-raok fonnus a fell da Rieg

Prezegennoů a bep seurt, kanennoů e brezhoneg gant bugale skol divyezhek Kemperle, kan-ha-diskan, tud niverus : ur gouel gwirion e oa deuet da vezań lid-roidigezh label live 1 ha lid-sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg (live 2) kumun Rieg dirak an ao. Sebastien Miossec, maer hag an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Aozet e oa bet an abadenn en ti-kęr d’ar 5 a viz Mezheven 2009. Dilennidi a oa deuet d’al lid evel an ao. Nicolas Morvan en anv Kuzul-rannvro Breizh, an ao. Marsel Moisan, maer Kerien (kumun siner) ha besprezidant Kumuniezh-kumunioů bro Kemperle (KK siner rivez), an ao. Claude Jaffre, eilmaer Rieg ha kuzulier-departamant Penn-ar-Bed. Annezidi eus Rieg hag eus ar c’humunioů tost a oa deuet niverus ivez.

Votet e oa bet div wezh lerc’h-ouzh-lerc’h gant Kuzul-kęr Rieg evit lakaat ar gumun da gemer perzh en argerzh Ya d’ar Brezhoneg.
E miz Kerzu 2008 e oa bet dibabet gant ar C’huzul-kęr 5 ober da gas dindan bloaz : staliań panelloů evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun, sevel pedadennoů en div yezh evit an abadennoů sevenadurel aozet gant an ti-kęr, embann ur pennad-stur e kazetenn an ti-kęr, embann kartennoů-bizit evit an dilennidi, sevel un dalc’had levrioů e brezhoneg evit levraoueg an ti-kęr.
Nebeutoc’h evit bloaz war-lerc’h e oa bet kaset da benn vat an holl oberoů-se hag e oa bet kemeret ar boaz d’ober ganto gant servijoů an ti-kęr. Al label live 1 a c’helle bezań roet gant an Ofis.

E miz Mae 2009 en deus divizet ar C’huzul-kęr mont pelloc’h ha votet en deus 7 ober all a-benn tizhout al label live 2.

Sed aze ar pezh a zo bet dibabet ar wezh-mań : lakaat ur gemennadenn divyezhek war responterez an ti-kęr, lakaat moullań ur paper-lizher divyezhek, staliań panelloů en div yezh e diavaez hag e diabarzh ar savadurioů e dalc’h ar gumun, lakaat war wel en div yezh glad ar gumun, kemer perzh e koulzad brudań ar c’helenn d’an dud deuet, ober un enklask e-touez implijidi an ti-kęr da anavezout gwelloc’h o ezhommoů e-keńver an deskiń brezhoneg, niverań ar vrezhonegerien o vevań e kumun Rieg.

Kroget mat eo gant Rieg gant he folitikerezh yezh evit ar brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn