Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid-sinań ar garta “Ya d’ar brezhoneg" e Tremeven-Kemperle(29)

War an ton bras eo bet degemeret renerien Ofis ar Brezhoneg e ti-kęr Tremeven d’an 9 a viz Gwengolo evit lid-sinań ar garta “Ya d’ar brezhoneg”.

Pouezet en deus Roger Colas, maer Tremeven, en e brezegenn war ar pezh a c'hell ober pep dilennad evit saveteiń ar yezh, arouez pennań sevenadur Breizh. Da c’houde e oa bet komzet gant Nicolas Morvan, kuzulier-rannvro, deuet da embann sklaer pegen dedennet eo Rannvro Breizh gant lusk ar c’houlzad-mań hag ar pezh a c’hello degas evit diorren ar brezhoneg. An
Ao. Louis Le Pensec, senedour Penn-ar-Bed, a oa deuet evel mignon d’ar maer hag amezeg. Diskleriet en deus sklaer ivez pegen pouezus e kave evit amzer da zont ar brezhoneg e vefe eus ar garta-mań hag a oa ur skoazell brizius evit ar c’humunioů c’hoant ganto diorren oberoů efedus.
5 ober a zo bet dibabet gant kuzul-kęr Tremeven evit kregiń ganti. 3 anezho a zo gouestlet d’ar panelloů divyezhek. Tra gentań d'ober: lakaat ar brezhoneg war wel. A-benn 2 vloaz e vo studiet peseurt mod mont pelloc’h.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn