Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun ar Bonoù : ar c’hoant d’ober mat an traoù

Tomm e oa an aergelc’h e ti-kêr ar Bonoù d’ar Sadorn 6 a viz Mezheven e-pad al lid-sinañ. War ar renk evit tapout al label live 1 eo bet lakaet e gumun gant an ao. Bernard Skoarneg, maer, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg,.

El lec’h uhelañ e oa bet lakaet ar yezh c’hoazh e miz Meurzh 2009 a-drugarez d’ur genstrivadeg danevelloù e brezhoneg aozet e kenlabour gant ar gevredigezh Sten Kidna. Ha diouzh doare ar gumun eo deuet da vezañ war a seblant. E-touez an 40 ober a gaver er garta ez eus bet dibabet 7 ober gant ar C’huzul-kêr evit lakaat ar brezhoneg da vevañ er gumun oberiant-mañ ma vev 2000 den enni.

Staliet eo bet ar panelloù kentañ mont-tre ha mont e-maez ar gumun ha staliet e vint holl a-benn un nebeud sizhunvezhioù. Ar pedadennoù savet gant an ti-kêr a vo divyezhek koulz ha kartennoù-bizit an dilennidi. Kemer a raio perzh ar gumun e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Kefridiet e vo an Ofis da studiañ anvioù-lec’h ar gumun. Abadennoù e brezhoneg a vo kinniget da annezidi ar Bonoù er greizenn sevenadurel ha kement plakenn-straed nevez a vo divyezhek diwar vremañ.

Signature de la charte Ya d’ar brezhoneg par la commune du Bono : une envie de bien faire
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn