Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ploveren e bro-Wened a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Degemeret e oa bet an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an ao. Corentin Hily, maer Ploveren, d’an 12 a viz Mezheven 2009, evit kensinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Plijus eo bet degemer tud an ti-kęr evit tud an Ofis hag holl mignoned ar brezhoneg da-geńver ar sinadur-mań a lakaio kumun Ploveren da vont war-raok gant ar brezhoneg.
Deuet e oa ivez an it. Nelly Fruchard, maerez Pleskob (kumun siner) hag an ao. Yannig an Nevez, eilmaer Sterwenn.

6 ober da gas dindan 3 bloaz a zo bet dibabet gant ar C’huzul-kęr. C’hoant en deus bet da reiń da holl vugale ar gumun, estreget an 10% skoliataet er skol-vamm divyezhek c’hoazh, kentelioů tańva d’ar brezhoneg a-benn lakaat anezho da dostaat ouzh ar yezh.

Mod-all e vo aozet gant an ti-kęr un enklask a-benn anavezout gwelloc’h barregezhioů hag ezhommoů an implijidi evit a sell ouzh ar brezhoneg.

Divyezhek e teuio da vezań logo an ti-kęr. Kemennadenn degemer responterez an ti-kęr a vo kinniget en div yezh. Levrioů e brezhoneg a vo lakaet el levraoueg-kęr.

Gant lorc’h eo ez eo bet degemeret « Spilhennig » merk ar vrezhonegerien gant an ao. Corentin Hily, brezhoneger a-vihanik, diwar zorn an it. Fruchard.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn