Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Konk-Leon : war an hent evit gounit al label Ya d’ar brezhoneg live 2

D’an 10 a viz Gouere 2009 e oa bet sinet e ti-kęr Konk-Leon ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Xavier Jean, maer, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Deuet e oa d’al lid-se ivez dilennidi eus kumunioů bet sinet ar garta ganto ivez : an ao. Reun Treger, maer Treouergad, an it. Viviane Godebert, maerez Lokmaria-Plouzane hag an ao. André Talarmin, maer Plouarzhel ha prezidant Kumuniezh-kumunioů bro an Hirwazh.

Divizet en deus kuzul-kęr Konk-Leon kas da benn 15 ober dindan 2 vloaz gant skoazell an Ofis. Ouzhpenn bezań sinet ur gevrat-kefridi gant an Ofis e vo goulennet digantań sevel ur studiadenn war an anvioů-lec’h.

Diorroet e vo un divyezhegezh a-zoare gant ar gumun dre ar c’hartońsoů-pediń, kartennoů-bizit an dilennidi, paper-lizher an ti-kęr, pennad-stur ar maer er c’hannadig-kęr, war ar c’hirri hag ar savadurioů en he dalc’h.

Divyezhek e vo kemennadenn responterez an ti-kęr a-hend-all. Tu a vo roet d’an dud nevez da zimeziń e brezhoneg. Kement plakenn nevez staliet a vo divyezhek ivez.

Ha savet e vo un enklask e-touez implijidi an ti-kęr a-benn anavezout o c’hoantoů hag o ezhommoů e-keńver ar yezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn