Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label 1 evit Plourin-Montroulez

Pedervet kumun Tolpad-kźrioł bro Montroulez eo Plourin o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg goude kumun Sant-Martin-war-ar-Maez, Sant-Tegoneg ha Montroulez. Roet eo bet dezhi al label live 1 ha sinet he deus evit tapout al label live 2.

Evit bezań kaset da benn vat 5 ober c’hoazh e oa bet roet da gumun Plourin gant Lena Louarn, prezidantez an Ofis, al label live 1 d’an 3 a viz Gouere 2009, dirak an ao. Jacques Brigant, maer, Roland Greuzat, eilmaer, dilennad dave evit ar garta er C’huzul-kźr, dilennidi eus ar C’huzul-departamant hag eus ar C’huzul-rannvro ha kevredigezhioł a labour evit ar yezh e bro Montroulez.

Pedadennoł divyezhek a vez moullet gant an ti-kźr evit e abadennoł sevenadurel. Savet ez eus bet un enklask e-touez implijidi ar gumun evit muzuliań gwelloc’h o anaoudegezh eus ar yezh. Levrioł e brezhoneg a gaver el levraoueg-kźr hag ingal e vez prenet re nevez. Pep plakenn-straed nevez a vez staliet en div yezh. Hag holl banelloł mont-tre ha mont e-maez ar gumun a zo divyezhek.

Met n’eus ket fellet d’ar gumun chom a-sav goude bezań graet an oberoł-mań. Divizet he deus kas 12 ober ouzhpenn da benn dindan 2 vloaz evit resev al label live 2. En o zouez ez eus bet divizet divyezhekaat : responterez an ti-kźr, ar paper-lizher, ar c’hartońsoł-pediń, logo ar gumun, pennad-stur ar maer e kazetenn an ti-kźr, an teulioł melestradurel evel al levrig-familh.

Kemer a raio perzh Plourin e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien dre skignań plegfollennoł ha skritelloł. An holl banelloł nevez staliet e kźr a ranko bezań divyezhek ha pep prezegenn ofisiel a grogo gant un digoradur e brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn