Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ul label kentań evit Lokorn

D’ar 17 a viz Gouere 2009 e oa bet roet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an ao. Jean-Luc Engelmann, maer Lokorn, gant an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

8 ober a zo bet kaset da benn c’hoazh gant Lokorn diwar an 11 tra dibabet hag a rank bezań graet dindan vloaz. Se a zo kaoz ez eus bet tu da reiń ul label dezhi diouzhtu.

Ouzhpenn an 8 ober gwiriekaet gant an Ofis (staliań panelloł divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun, embann kartennoł-bizit ha pedadennoł divyezhek evit abadennoł sevenadurel pe abadennoł all, paper-lizher, logo, pennad-stur ar maer e kazetenn an Ti-kźr ha skridoł divyezhek war girri ar gumun) ez eus bet sevenet traoł all dija. Ul levrig kaer divyezhek anvet “Istorioł Lokorn”, paper-lizher Ti an douristed moullet en div yezh, dilhad gant luganoł divyezhek evit implijidi ar gumun : sed aze an oberoł dic’hortoz all meneget gant Lena Louarn en he frezegenn.

Mennozhioł a bep seurt zo gant skipailh an ti-kźr war a seblant evit lakaat ar yezh war wel ha diorren ar brezhoneg e buhez ar gumun.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn