Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gant Eusa, an enezenn gentań o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg, eo bet dibabet diouzhtu-kaer al live 2.

Da-geńver gouelioł Salońs Levrioł an Inizi a oa bet echuet d’an 23 a viz Eost e oa bet tud an Ofis en Eusa evit sinań Ya d’ar brezhoneg gant ar gumun ha gant aozadur ar salońs war un dro.


Dirak an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, an ao. Jean-Yves Cozan, kuzulier-departamant kanton Eusa, an ao. Xavier Jean hag an ao. Jean-Franēois Rocher, maered Konk-Leon ha Molenez hag an it. Yvette Duval, kuzulierez-rannvro, Denis Palluel, maer Eusa, en deus lakaet e gumun er jeu evit tapout label 2 ar garta a-benn 2 vloaz.

An oberoł dibabet a sell da gentań penn ouzh ar panellerezh divyezhek da lakaat war tachenn ar gumun. Ul logo divyezhek nevez a vo krouet a-benn nebeut. Kemer perzh a raio Eusa, mod-all, e brudadeg vloaziek ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Ur gevrat kefridi a vo sinet gant an Ofis ivez.

D’an hevelep deiz e oa bet sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an it. Isabelle Le Bal, prezidantez Salońs Levrioł an Inizi. 5 ober a vo sevenet gant ar framm-se : ar c’hartennoł pediń, ar lec’hienn genrouedad, plaketenn-vrudań ar gevredigezh a vo divyezhek koulz ha pennad-stur ar gazetenn. Ur panellerezh divyezhek a vo staliet da vare ar festival.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn