|
|
|
|
|
|
|
Lańs zo bet roet e Kemper dan 10vet brudadeg evit ar chelenn brezhoneg dan oadourien
Dar 16 a viz Gwengolo, e ti-kźr Kemper, ez eo bet lakaet ar choulzad da gregiń en ofisiel dirak an ao. Bernard Poignant, maer Kemper, an ao. Loļc Philippon, kuzulier dileuriet evit al liesseurted sevenadurel hag ar brezhoneg, an ao. Fulup Jakez, rener an Ofis ha meur a framm stummań evit an oadourien.
Setu dek vloaz bremań ma vez aozet gant Ofis ar Brezhoneg en diskar-amzer, e kenlabour gant ar chevredad DAO (Deskiń dan Oadourien), ur choulzad kelaouiń bras diwar-benn ar stummadurioł war ar brezhoneg evit an dud deuet.
Dafar a vez roet evit netra dar frammoł kelenn, strollegezhioł lechel ha departamantoł (skritelloł bihan, krenn ha bras, plegfollennoł, follennoł-nij ha kement zo).
Kemeret e vo perzh er bloaz-mań er choulzad « Plijus » gant 4 departamant (Liger-Atlantel, Mor-Bihan, Aodoł-an-Arvor hag Il-ha-Gwilen) ha 230 kumun, dezho da skignań dafar brudań er 5 departamant.
Dre un niverenn ispisial, 0820 20 23 20, a dreuzkaso an holl choulennoł war-du ar chevredad DAO, e challo an dud a glask kentelioł-noz pe stummadurioł hir bezań heńchet war-du ar frammoł kelenn a ginnig kentelioł e 162 gumun hervez Arsellva an Ofis (+ 15 e-keńver 2008).
Menegomp ivez ez eo kelennet ar brezhoneg e-barzh 11 bro war 3 chevandir.
O kreskiń emań sifroł ar chelenn brezhoneg dan dud deuet : 5000 deskard zo bet e 2008-2009 da lavaret eo 6% ouzhpenn er chentelioł-noz (10% evit a sell ouzh an deraouidi). Stad zo ennomp ivez o verzout ez a betek-penn an dud a laka o anv da zeskiń ar yezh (+7%). Brezhonegerien wirion e teuont da vezań.
Berzh ar stummadurioł hir (dindan ar stummerezh dibaouez) a zispleg an disoch mat-se evit lod.
Pellgargań roll ar c'hentelioł-noz evit 2009-2010 a c'hellit ober (s.o. ar pezh stag) |
|
|
|