Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pederneg : eil kumun Kumuniezh-kumunioů Bear o sinań Ya d’ar brezhoneg

An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, a oa bet degemeret e ti-kęr Pederneg d’an 11 a viz Gwengolo 2009 gant an ao. Jean-Paul Le Goff, maer, dirak an ao. Yann-Bęr Thomin, e karg eus ar politikerezh yezh er Rannvro, evit kensinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.

5 ober da gas dindan 2 vloaz zo bet dibabet gant ar c’huzul-kęr : staliań panelloů divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun; sevel kartennoů pediń en div yezh evit an abadennoů, sevenadurel pe re all, aozet gant an ti-kęr; enrollań ur gemennadenn divyezhek war responterez an ti-kęr.

Divizet ez eus bet ivez gant ar gumun kaout un dalc’had levrioů e brezhoneg el levraoueg-kęr a vo kresket ha nevesaet ingal.

Mod-all, krog eo dija kumun Pederneg da brederiań war oberoů all da gas da benn a-benn tapout al label a live 2.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn