Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur e Bro-Oueloł : gant Sant-Loup eo bet dibabet live 1 ar garta

Diwar atiz Fańch Rebours, eilmaer, ez eo bet votet ar garta Ya d’ar brezhoneg. Kensinet eo bet d’an 30 a viz Gwengolo gant ar vaerez Louis-Anne Even hag an ao. Guillaume Morin, eus Ajańs diorren an Ofis.

11 ober a zo bet dibabet gant ar c’huzul-kźr da gas dindan vloaz a-benn tapout al label a live 1.

Divizet ez eus bet staliań plakennoł-straed divyezhek er gumun ha, diwar vremań, kement panell nevez a vo kinniget en div yezh.

Roet e vo kartennoł-bizit divyezhek d’an dilennidi. E galleg hag e brezhoneg e vo kinniget pennad-stur ar c’hannadig-kźr koulz hag ar pedadennoł d’an abadennoł aozet gant an ti-kźr.

Kinniget e vo da annezidi ar gumun an tu da aozań euredoł e brezhoneg ha teulioł melestradurel divyezhek (badeziant republikan, levrig-familh, mortuaj, embann priedelezh...).

Kemeret e vo perzh gant kumun Sant-Loup e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien. Studiet e oa bet anvioł-lec’h Sant-Loup c’hoazh.

Pemvet kumun Bro-Oueloł o sinań ar garta eo Sant-Loup goude Pempoull, Plouha, Porzhig ha Ploueg-ar-Mor.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn