Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur an emglev Ya d’ar brezhoneg gant Rando Bro Gwened : « un dra naturel »

Sinet e oa bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Jean-Eric Balnoas, prezidant ar gevredigezh Rando Bro Gwened, d’ar Yaou 8 a viz Here 2009, e sez ar c’hevredad Kendalc’h en Elven, dirak an ao. Visant Roue, e penn ar pol Studi ha Diorren.

Pal ar gevredigezh-se eo lakaat an dud da zizoleiñ pinvidigezh ha kened glad an natur hag ar savadurioù er Mor-Bihan, dre aozañ baleadennoù digor d’an holl gant dudiamantoù liesseurt tro-dro.

5 ober da gas da benn a zo bet dibabet gant ar gevredigezh a-benn tizhout al label « skoazell d’ar brezhoneg ».

Logo ar gevredigezh a zeuio da vezañ divyezhek. E brezhoneg e vo lakaet lec’hienn Genrouedad ar gevredigezh. En div yezh e vo skrivet ar pedadennoù savet gant Rando Bro Gwened. Panellerezh an darvoudoù aozet gant ar framm a vo divyezhek, koulz hag an dafar brudañ a vo skignet war e standoù.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn