Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Santeg : dek ober evit al live 2

Sinet e oa bet ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an 9 a viz Here 2009 gant Bernard Le Porz, maer Santeg, dirak meur a zilennad, en o zouez an ao. Nicolas Floc’h, maer Kastell-Paol ha prezidant Kumuniezh kumunioł bro Leon.

Gant ar C’huzul-kźr e oa bet votet kas da benn 10 ober dindan daou vloaz.

A-benn gounit al label live 2 en deus dibabet skipailh ar maer sevel un endro brezhonek ha kregiń gant ar vuhez pemdeziek en ti-kźr.

Implijet e vo ar brezhoneg, seul daol, evit ar pedadennoł gant an ti-kźr, pennad-stur kazetenn ar gumun, kartennoł-bizit an dilennidi hag ar paper-lizher talbennet. Divyezhek e teuio da vezań logo Santeg koulz ha kemennadenn responterez an ti-kźr. Mod-all e vo staliet panelloł divyezhek e diabarzh hag e diavaez an ti-kźr. Heńvel a vo graet evit panelloł mont-tre ha mont e-maez ar gumun.

Santeg eo an trede kumun e Kumuniezh kumunioł bro Leon o kemer perzh en argerzh-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn