Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kraozon : war hent Ya d’ar brezhoneg

An it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, a oa bet degemeret en ti-kęr gant an ao. Daniel Moysan, maer Kraozon, d’an 8 a viz Here evit sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an it. Françoise Louarn, Kuzulierez-rannvro hag un toullad brav a dud.

Gant Kraozon e vo kaset da benn dindan daou vloaz 5 ober votet gant ar C’huzul-kęr

Ne vo diaezamant ebet moarvat peogwir ez eus bet kaset da benn vat unan anezho c’hoazh ha ne oa ket an hini aesań da seveniń : renevezet eo bet penn-da-benn skol Diwan Kraozon gant servijoů an ti-kęr. Menegiń a c’hellomp ivez emań skol Diwan Kraozon o lidań he 20vet deiz-ha-bloaz p’emań an ti-kęr o sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Mod-all, panelloů divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun a zo bet staliet. Logo Kraozon ha pennad-stur kazetenn an ti-kęr a vo divyezhek diwar vremań.
Ar gumun a gemero perzh e brudadeg ar c’hentelioů brezhoneg evit an oadourien.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn