Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (3140 ko)  Fichier pdf 
  Bilańs distro-skol 2009 ar c’helenn divyezhek

Dre-vras eo bet gwelloc'h an distro-skol er bloaz-mań evit an deskadurezh divyezhek. Gant ur c’hresk a 6,1% eo tremenet an niver a vugale en-tu all da 13000. Eil keloł mat : digoret ez eus bet skolioł e pep hentad hag en holl departamantoł. Kresk Diwan er skolioł-mamm peurgetket (8,2%) zo eus ar c'hentań. Ar c’hresk brasań eo e-touez an holl hentennoł.

Koulskoude, n'eur ket sur e c'hallo an adlańs kresk-se bezań kadarnaet er bloavezhioł da zont. E Breizh n’eo ket frammet a-walc’h diorren kinnig an deskadurezh divyezhek.

Karget ma vo eus ar politikerezh yezh publik e c'hallo ar benveg nevez a vo krouet evit ar yezh e 2010 bezań un digarez brav da frammań ar c'hinnig hag evel-se kregiń da adc'hounit yezherien tamm-ha-tamm.


Evel bep bloaz eo bet embannet gant Arsellva an Ofis e studiadenn diwar-benn emdroadur ar c’helenn divyezhek.

6 lec’h nevez zo bet digoret evit a sell ouzh ar skolioł-mamm (3 a oa bet e 2008). 2 zo deuet gant rouedad Diwan e Rianteg (56) ha Savenneg (44), 2 gant an deskadurezh publik e Pleuzal(22) ha Banaleg (29) pa’z eus bet digoret hentadoł gant an deskadurezh katolik e Lokmaria (35), Ploneour-Lanwern (29) ha Noal-Pondi (56) en ur serriń lec’hiad Plouvien (29).

En eil derez n’eus bet nemet un digoradur (e Langedig en ur skolaj katolik) met an niver a skolajidi zo kresket a 10,45% memes tra (80% eus ar skolidi zo er 1ań derez atav).

Un eil dra a verk an distro-skol : da gźr 1ań Breizh eo aet Roazhon evit an niver a skolidi divyezhek bremań (574 anezho).

Gant 748 skoliad ouzhpenn ez eo gwelloc’h distro-skol 2009 eget warlene enta.

Padal, pa geńverier emdroadur ar c’helenn divyezhek e Breizh ouzh hini Elzas pe hini Euskadi e teu war wel ez a an diforc’h war vrasaat. Kement-se n'hall ket bezań displeget hepken gant istor disheńvel pep bro. 1800 skoliad ouzhpenn zo en Elzas e 2009 hag en ur gźr vras evel Strasbourg ez eus bremań 13 lec’h divyezhek publik (pa’z eus unan e Brest ha 2 e Roazhon).
En Euskadi e vez kinniget ar c'helenn divyezhek er pep brasań eus ar skolioł bremań (54% e-skoaz 6% e Breizh).

N’haller nemet stadań emań Breizh o tapout dale muioc'h-mui e keńver akademiezhioł all.

Frammetoc’h eo programmadur kinnig ar c’helenn divyezhek eno. Er c'heńver-se ez eo krouidigezh ar framm publik nevez evit ar yezh un degouezh istorel evit an amzer da zont.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn