|
|
|
|
|
|
|
Wikipedia : pelloc’h eget an 30.000 pennad c’hoazh !
Ouzhpenn 30.000 pennad e brezhoneg a gaver enlinenn e lec’hienn an holloueziadur Wikipedia diwar vremañ.
Dindan bloaz eta ez eo 10.000 pennad ouzhpenn a zo deuet da vrasaat korpus ar pennadoù e brezhoneg.
Dereat-tre eo plas ar brezhoneg el lec’hienn-mañ dre m’emañ hor yezh en 51vet plas e-touez ar yezhoù all hag er 1añ plas evit a sell ouzh ar yezhoù keltiek.
Disoc’h labour reoliek ar genlabourerien a-youl vat a ginnig pennadoù e-leizh diwar-benn a bep seurt danvezioù ez eo : Istor a-vremañ, skiantoù, armerzh, arzoù-kaer ha kement ‘zo.
Evit lenn ar pennadoù pe dont da vezañ kenlabourer : www.br.wikipedia.org
|
|
|
|