Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  7 sinadur nevez evit "Ya d'ar brezhoneg"

Da-geńver Kroashent maered Penn-ar-Bed a oa bet dalc’het e Brest d’an 22 ha d’an 23 a viz Gwengolo ez eo bet sinet ar garta “Ya” gant 7 kumun nevez.

Gant emezeladur nevez Ar Releg-Kerhuon, ar Yeuc’h, Douarnenez, Lesneven, Plougonvelen, Sant-Martin-war-ar-Maez ha Treouergad ez eo 24 c'humun o deus dibabet sinań an emglev “Ya d'ar brezhoneg”. Goude ma vefe bet votadeg o c’huzul-kęr a-du gant ar c’houlzad ez eus bet divizet klask kaout ul label a live 1, 2 pe 3 a-benn 2 pe 3 bloaz gant skoazell Ofis ar Brezhoneg.
D’ar Gwener 23 e oa bet aozet al lid-sinań (en div yezh penn-da-benn) dindan paeroniezh kevredigezh maered Penn-ar-Bed, an Ao. Caradec, prezidant, dirak an Ao. Yann-Bęr Thomin, maer Landerne ha prezidant ar bodad “sevenadur, glad ha sport” e-karg eus ar politikerezh yezh e Kuzul-rannvro Breizh, an Ao. Andre ar Gag, dileuriad evit ar brezhoneg e kuzul departamant Penn-ar-Bed hag an dilennidi niverus-tre a oa e salońs an AMF
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn