Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2756 ko)  Fichier pdf 
  Treger-ha-Goueloł, ur vro eus ar c’hentań

Bro Treger-ha-Goueloł eo ar vro m’emań en e uhelań dregantad ar skolidi divyezhek er boblańs skol koulz ha dregantad ar vrezhonegerien er boblańs dre-vras. An tu-kreńv-se a roio an tu da ziorren ar yezh e-maez ar skol : er vuhez foran hag er gevredigezh dre-vras.

Emań servij Arsellva an Ofis o paouez neveziń diagnostik stad ar brezhoneg e bro Treger-ha-Goueloł.

E penn a-raok ar broioł eo chomet ar vro e-keńver feur ar skolidi divyezhek e poblańs skol ar vro daoust ma n’eus bet digoret lec’h divyezhek publik nevez ebet abaoe 2004.
Digempouez zo etre ar C’hornōg ma kaver kumunioł evel Plistin pe Kawan enno muioc’h-mui a vugale er skolioł divyezhek (ouzhpenn 30% er c’hentań derez) hag ar Reter ma santer an ezhomm bras da zigeriń lec’hioł nevez.
E Lannuon e kresk ar c’helenn divyezhek, met tuet eo da c’horrekaat memes tra.
Evit ar c’helenn d’an dud deuet emań Pempoull er renk kentań. Aet eo ar vro a-bezh eus an 8vet plas e 2004 d’an 3e e 2008 e-keńver an niver a skolidi er c’hentelioł noz.

Evit ar pezh a sell ouzh plas ar brezhoneg e-maez ar skol e vank ur politikerezh treuz (bugaligoł, dudi...) sammet gant ar strollegezhioł lec’hel.
A-bouez e vo ar bloavezhioł da zont evit diorren ar yezh a-raok ar skol, en dudi, ha kregiń da gaout ur politikerezh treuzservijoł er strollegezhioł evit ar yezh.

Gant diorren ar c’helenn divyezhek emań aze an alc’hwezioł pennań evit reiń un dazont d’ar yezh e bro Treger-ha-Goueloł.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn