Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ploubęr a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Gant ar sinadur-mań ez eo Ploubęr ar 7vet kumun e Kumuniezh Tolpad-kęrioů Lannuon-Treger o tivizout kemer perzh en argerzh labelaat Ya d’ar brezhoneg. Dibabet he deus live 1 ar garta.

Sinet e oa bet ar garta gant an ao. Jean-Yves Menou, maer ar gumun hag eil besprezidant an tolpad-kęrioů, d’an 23 a viz Here 2009 dirak an ao. Guillaume Morin eus an Ajańs diorren, an it. Gabrielle Perrin, kuzulierez-kęr, ha meur a Bloubęrad.

Dibabet e oa bet gant ar C’huzul-kęr seveniń 5 ober dindan 2 vloaz : staliań panelloů divyezhek evit mont tre ha mont e-maez ar gumun; embann en div yezh kartennoů-pediń an ti-kęr ha pennad-stur ar maer e kazetenn ar gumun; goulenn digant an Ofis ur studiadenn war anvioů-lec’h ar gumun evit staliań panelloů a zoujo glad yezhel ar gumun.

Mod-all, un dalc’had levrioů brezhonek a vo lakaet el levraoueg-kęr hag a vo kresket a vloaz da vloaz.
Kement-se a roio tro da vugale ar skol divyezhek koulz ha d’an holl Bloubęriz da welet ar yezh tamm-ha-tamm er vuhez foran hag e servijoů ar gumun.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn