Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Live 1 ar garta a zo bet dibabet gant Plougin

En un aergelc’h plijus e oa bet dalc’het lid-sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg en ti-kęr d’ar 26 a viz Here dirak an aotrou maer Michel Troadec hag an ao. Erwan ar C’hoadig, eus an Ajańs diorren.



E-pad 3 bloaz e vo labouret gant ar gumun evit kas da benn vat 5 ober a skoazello ar yezh da vezań gwelet gwelloc’h.

Tri anezho a sell ouzh ar panellerezh (panelloů divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun ; panelloů diavaez ouzh ar savadurioů zo e dalc’h an ti-kęr ; plakennoů-straed).

An daou ober all a lakaio ar yezh da vezań implijet bemdez er servijoů-kęr : kemenn ar responterez a vo enrollet en div yezh ; divyezhek e vo paper-lizher an ti-kęr.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn