Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Begnen : ur sinadur nevez e-kreiz ar Mor-Bihan

A-gevret gant bugale hentad divyezhek ar skol Saint-Joseph – Saint-Henri eo bet sinet d’an 20 a viz Du 2009 gant an ao. Louis Morio, maer Begnen, ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an ao. Visant Roue e karg eus ar Pol Studi ha Diorren.

Gant izili ar C’huzul-kęr, deuet niverus d’al lid-mań, e oa bet votet kas da benn 5 ober : staliań panelloů divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; embann en div yezh pennad-stur ar maer e kazetenn an ti-kęr ; kemer perzh e brudadeg ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; ober un enklask evit gouzout resis ar pezh a vez gortozet gant kerent ar gumun e-keńver ar c’helenn brezhonek ; fiziout en Ofis ur studiadenn war an anvioů-lec’h.

Dindan vloaz e ranko bezań graet an holl oberoů-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn