Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Bagad Landerne, kentañ bagad o resev al label Ya d'ar brezhoneg

D’ar 4 a viz Kerzu, da-geñver lid-kinnig pladenn nevez Bagad Landerne « War-zu al loar » e oa bet roet al label Ya d’ar brezhoneg d’e brezidant Loïc Pezennec.

Dirak Tangi Thomin, den dave « Ya d’ar brezhoneg », Thierry Chapelet, prezidant kozh ar bagad ha Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh e oa bet roet gant Fulup Jakez, rener an Ofis, al label live 1 d’ar bagad.


8 ober zo bet kaset da benn vat c’hoazh gant ar bagad hag e c’hell an Ofis eta, goude bezañ gwiriet kement hini, reiñ al label da vrudañ ul labour graet a-zoare evit ar yezh ha kaset ingal gant ar bagad evit sonerezh ar vro.

Diwar-vremañ emañ skoroù ar gevredigezh en div yezh ; kartennoù hetoù ; pedadennoù ; logo ar framm ; roll-labour an emvodoù ; paper-lizher ; teulioù melestradurel (statutoù ; kevratoù) ; kartennoù-ezel, skritelloù ha plegfollennoù.

Ur skouer d’ober kemend-all e Breizh eo Bagad Landerne evit an holl a fell dezho lakaat ar yezh da vevañ.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn