Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (136 ko)  Fichier pdf 
  Gant sinerien an emglev Ya d’ar brezhoneg emań bremań Unvaniezh Demokratel Breizh.

Sinet eo bet an emglev d’an 11 a viz Kerzu e Sant-Brieg gant an it. Mona Bras, mouezh aotreet ar strollad, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, Herri Gourmelen, Gwendal Rioual hag Ana Sohier, e karg eus Ya d’ar brezhoneg.
Jef Monnier, implijad a oa war al lec’h ivez hag un toullad stourmerien ha tud kar o yezh.


Abaoe e grouidigezh e 1964 e oa bet embannet sklaer gant an UDB e oa a-du gant ar brezhoneg. Dre al lid-mań eo bet degaset da sońj pep hini an oberoł kaset da benn vat c’hoazh gant ar strollad abaoe daou-ugent vloaz.
Roll ar 24 ober dibabet, a vo kaset da benn dindan 2 vloaz, a ziskouez mat ivez ar youl da sistematekaat an doareoł d’ober ha da reiń ul lusk evit sevel oberoł fetis da ziorren ar yezh e mont en-dro pemdeziek an UDB.

An oberoł-se (s.o. ar pezh-stag) a zo bet renket e pevar ahel pennań : ar c’hehentiń diabarzh (da skouer : implijout benveg jubenniń an Ofis da-geńver an emvodoł hag ar c’hollokoł hag embann kannadigoł divyezhek) ; ar c’hehentiń diavaez (implijout ar brezhoneg war an holl skoroł skignet gant an UDB eus al lec’hienn genrouedad betek ar c’hemennadennoł d’ar gazetennerien pe eus ar plakennoł-kinnig betek al luganoł war ar gitonioł) ; ar stummań (stummadur war ar brezhoneg evit ar re a labour evit ar strollad) ; sikour an oberoł a-du gant ar brezhoneg (o c’houlenn ma vo krouet hentadoł divyezhek da skouer ; o vrudań ar garta Ya d’ar brezhoneg) gant an dilennidi ha stourmerien an UDB en o c’humun.

Tri strollad politikel o deus sinet an emglev an deiz hiziv : ar re C’hlas, Strollad Breizh hag an UDB.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn