Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Brezhoneg war wel e Kroashent maered Penn-ar-Bed

Bodet eo bet an dilennidi hag ar frammoů kelenn gant Ofis ar Brezhoneg e-pad salońs Kroashent maered Penn-ar-Bed.

Fiziet e oa bet ul leurenn vras en Ofis ar Brezhoneg e-pad salońs maered Penn-ar-Bed. Gant an Ofis e oa bet pedet an dud e-karg eus an tri hentad kelenn brezhoneg d’ar vugale (Diwan, Div Yezh, Dihun), gant tud e penn ar gevredigezh Divskouarn (magourioů e brezhoneg) ha Stumdi (stummadur dibaouez war ar brezhoneg).
Dedennet eo bet an dud ivez gant an div brezegenn aozet gant an Ofis.
Unan anezho : “Peseurt politikerezh yezh evit ho kumun ?” a oa gouestlet d’ar c’houlzad “Ya” hag eben, kinniget kentoc’h gant an tri hentad kelenn, a oa gouestlet d’”ar c’hlasoů divyezhek e buhez ar gumun”.
Renerien an Ofis a zo bet laouen o tegemer ur bern dilennidi kendrec’het gant ar c’houlzad “Ya”. Ar vaered-sinerien, o vrudań ar c’houlzad, o deus eskemmet gant maered all aet en-dro d’ar gęr, evit ul lodenn vat anezho, gant levrig-sinań ar garta. Tud e karg ar C’humuniezhioů kumunioů o deus bet c’hoant ivez bezań kelaouet a-dostoc’h diwar-benn ar c’houlzad-mań.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn