Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Produet e Breizh a sin an emglev Ya d’ar brezhoneg e Kuzul-rannvro Breizh

Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d’ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouėssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinań.

Divizet ez eus bet gant Produet e Breizh, enni 225 embregerezh a labour evit 60 gennad labourerezh e 5 departamant Breizh, kas da benn 10 ober a c’hello kreskiń plas ar brezhoneg er framm hag en darempredoł gant an mediaioł hag an dud dre vras.

Meur a wezh en amzer dremenet e oa bet lakaet ar brezhoneg war wel gant Produet e Breizh da-geńver koulzadoł brudań (ar c’houlzad « Plijadur penn-da-benn », da skouer, e metro Pariz). Hag emań e sońj kenderc’hel gant koulzadoł all evit brudań poduioł ar vro e brezhoneg.

Ar skoroł kehentiń (follennoł pleg-dibleg evit Gouel Erwan, ar gazetenn « Le Phare », al lec’hienn genrouedad) a vo kinniget en div yezh, penn-da-benn pe evit darn.

Produet e Breizh a zisplego d’e izili ster ar sinadur gant an Ofis ha broudań a raio an embregerezhioł da dostaat ouzh an Ofis a-benn sińań an emglev Ya d’ar brezhoneg.

Mod-all e vo gwelet brezhoneg war kartennoł-bizit an implijidi, ar paper-lizher ha goloioł lizher ar framm.

Aes eo vo kas da benn an holl oberoł-se dre ma’z eo brezhoneger rener nevez Produet e Breizh.

Un arouez bras eo ar sinadur-se dre ma kreńvay ur wezh ouzhpenn al liammoł etre armerzh ha yezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn