Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Park an Arvorig a sin Ya d’ar brezhoneg

Degemeret e oa bet Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e sez Park naturel rannvro Arvorig er Faou, d’ar 16 a viz Kerzu 2009, gant an ao. Andre ar Gag, besprezidant ar Park ha kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed, evit sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg.

39 c’humun eus kreiz Penn-ar-Bed a zo bodet er Park ha 4 c’humun ouzhpenn ha kźr Vrest zo gevellet gantań.

Ul lodenn eus ar 17 ober dibabet gant ar Park evit diorren ar brezhoneg e-touez 52000 annezad kumunioł ar Park a sell ouzh mont en-dro melestradurel ar Park.

Par-ha-par e vo skrivet ar brezhoneg hag ar galleg war ar skoroł-mań : logo ar Park; ar paper-lizher hag ar goloioł ; ar siell post war al lizhiri; ar pedadennoł embannet evit an abadennoł aozet gant ar Park; sielloł ar servijoł; kemennadenn ar responterez; al lec’hienn genrouedad; an teulioł kelaouiń (evit kinnig ar Park pe kelaouiń ar gazetennerien) ; pennad-stur ha pennadoł zo e kazetennoł ar Park.

Mod-all e vo roet plas d’ar brezhoneg war panelloł diabarzh ha diavaez ar savadurioł e dalc’h ar Park ha kement panell nevez a vo divyezhek. Ur studiadenn war holl anvioł-lec’h ar Park a vo kaset da benn gant an Ofis.

Brudań ar brezhoneg a vo graet gant ar Park ivez. Impljet e vo ar brezhoneg e kefridioł liesseurt ar Park ; brudet e vo an oberoł kaset war-raok evit ar brezhoneg gant ar Park ; graet e vo gant ar brezhoneg pa vo aozet emgavioł ha lidoł ofisiel ; brudet e vo ar garta Ya d’ar brezhoneg dreist-holl e-touez ar c'humunioł ezel eus ar Park ha kemeret e vo perzh e brudadeg vloaziek ar c’hentelioł brezhoneg war dachenn ar Park.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn