Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (3978 ko)  Fichier pdf 
  Gwellaat ha mont donoc'h gant an divyezhegezh war ar panelloł : ur benveg nevez savet gant an Ofis

Kresket-kalz eo ar staliań panelloł brezhonek e Breizh abaoe tregont vloaz. A bep seurt panelloł zo bremań : panelloł mont e-maez ha mont tre er c’humunioł, panelloł-henchań, plakennoł straed, panelloł titouriń war ar glad, asagnoł ar stalioł ha kement zo.



Padal, re alies e chom dister kalite an divyezhegezh kinniget d'ar vrezhonegerien. Bihanoc'h pe en italek e vez skrivet ar yezh ingal c'hoazh. Ouzhpenn-se ez eus menegoł e-leizh na vezont ket troet n'ouzer ket re perak. A-hed ar bloaz e respont an Ofis da c'houlennoł an dilennidi, teknikourien an hentoł, tud a vicher war ar panellaouiń ha santet e veze an ezhomm da gaout un ostilh sklaer a lakafe
splann war wel standardoł an divyezhegezh a-feson.

6 pennreolenn a gaver el levrig; displeget int dre ar munud ha skeudennaouet kaer a-benn lakaat war wel penaos sevel ur panellerezh a-zoare, kempouez evit an div yezh, doujus ouzh an doare da skrivań an anvioł-lec’h hag ouzh reolennoł strizh ar panellerezh-hent.

Evit kaout ar blaketenn nevez-mań, skrivit da Ofis ar Brezhoneg, 10 straed Naonediz 35000 ROAZHON, pe pellgargit ar pezh-stag.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn