Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Diwar-vremañ e c'haller implijout an troer emgefre war-eeun e lec'hienn an Ofis.

Kinniget er C'huzul-rannvro en nevez-amzer tremenet emañ bremañ staliet an troer emgefre brezhoneg-galleg kentañ war-eeun war lec'hienn an Ofis.

Deuet ar stumm nevez 0.2 er-maez. Klokoc'h eo ar gerva e-keñver ar stumm 0.1 ha meur a wellaenn zo bet degaset ennañ war krafoù liesseurt evel, da skouer, lec'hiadur an anv-gwan gallek a-raok pe goude an anv (une petite chose pe une porte bleue), pe c'hoazh diforc'hiñ implijoù an anv-verb hag anv-gwan-verb ar verboù a echu en –et evel gwelet/sellet (mont da welet/aller voir, gwelet em eus/j'ai vu) ha degadoù a draoù all.

Digor d’an holl ha digoust eo implij an troer. Diorroet eo e framm ar raktres Apertium kaset war-raok gant an embregerezh Prompsit Language engineering ha skol-veur Alacant e Spagn. Hiviziken e vo aesoc'h d'an dud implijout anezhañ. Kavout a ra e blas e-kichen ar binvioù yezh dave all kinniget gant an Ofis, evel TermOfis (termenadurezh) ha KerOfis (lec'hanvadurezh).

Reiñ tu a ra an troer emgefre da anavezout danvez un destenn. Evit ar mare e c'hall an troer bezañ implijet, da skouer, gant gallegerien a garfe kompren dre-vras ster un destenn vrezhonek met n'hall ket talvezout evit embann skridoù evel m'emaint. Testennoù hir pe hiroc'h, meur a bajennad skrid, a c'haller lakaat er bloc'had treiñ. A-drugarez d'an ostilh-mañ emañ ar brezhoneg o tremen ur bazenn nevez war tachenn Teknologiezhioù ar C'helaouiñ hag ar C'hehentiñ.

URL an troer : http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index-troerofis.php
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn