Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Abadenn dastum anvioù-lec’h e Lanniliz

A-benn respont da goulennoù ar strollegezhioù lec’hel war dachenn an anvioù-lec’h - evit ar panellerezh-hent da gentañ-penn-, e vez kaset enklaskoù ingal gant Servij Glad an Ofis war an dachenn.

Evit-se en em harp ar Servij war brezhonegerien a-vihanik al lec’h evit gallout respont evel zo dleet.

Evit divizout penaos skrivañ un anv-lec’h bennak eo dav kaout ar stummoù disleberet zo en implij hiriv an deiz dre skrid, hag a c’hell bezañ liesseurt hervez framm pe framm (Insee, IGN, panelloù, Levr-pellgomz, Gladroll…).

Serriñ stummoù kozh an anvioù, gouzout penaos e vezent skrivet gwechall evit kas gouzout petra eo an etimologiezh zo ken pouezus-all.

N’eo ket trawalc’h koulskoude : dav eo derc’hel kont ivez, pa c’haller, eus an doare ma vezont distaget gant brezhonegerien ar vro.

Kaset e vez ur pennad-kaoz en-dro e brezhoneg a-benn neuze, gant meur a vrezhoneger, ganet war al lec’h (pe, pa n’eus ket, gant tud bet o chom eno abaoe o yaouankiz), evit kaout an distagadurioù an naturelañ ar gwellañ.

An enklaskoù-se war an dachenn zo ret ivez evit gallout sevel ar studiadennoù hollek a vez goulennet gant ar c’humunioù.

Evit-se e vez savet un danevell war baper ma vo kavet ar stummoù kozh, ar stummoù liesseurt a-vremañ, an distagadurioù, ar fichennoù etimologel ha stummoù skoueriekaet holl lec’hanvioù ar gumun.

War ar stern emañ al labour-se evit ti-kêr Lanniliz. An 205vet kumun e-lec’h m’eo bet rastellet en un doare sistematek distagadurioù an anvioù-lec’h gant an Ofis eo Lanniliz.
Seurt labour a rank bezañ graet evit gallout saveteiñ ha lakaat war-wel hor glad boutin. Ouzhpenn 320 anv a vo studiet ha skoueriekaet e-giz-se e Lanniliz. A-benn an hañv e tlefe ar studiadenn bezañ rentet da di-kêr Lanniliz eta.

Skeudenn : abadenn dastum e Lanniliz d’an 30-03-2010 e-kompagnunezh J. ha F. Lannuzel, Cl. Gramoullé (o zri a-gleiz war ar skeudenn-mañ), B. Siche, M. Guiavarc’h, maer, ha Ph. Tanguy, kelenner.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn