Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Bro Kornôg Kreiz-Breizh : ar vro gentañ o sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg.

An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh a zo bet degemeret d’ar Merc’her 31 a viz Meurzh e Rostrenenn gant an ao. Michel Morvant, prezidant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, dirak ur bern dilennidi eus ar c’humunioù tro-war-dro hag an ao. Denis Olagnon, is-prefed Kastellin.

108 kumun zo bodet e Bro Kornôg Kreiz-Breizh hag ouzhpenn 102.000 annezad zo o chom enno. War-dro 22% anezho a gomz brezhoneg. 3400 bugel ha den deuet a zesk brezhoneg, a-drugarez d’ar c’hlasoù divyezhek, d’ar c’hentelioù-tañva pe c’hoazh d’ar c’hentelioù noz ha d’ar stajoù.

A bep seurt traoù a zo bet graet c’hoazh gant ar Vro evit lakaat ar brezhoneg war wel (panellerezh divyezhek war ar savadurioù dindan he dalc’h e Rostrenenn, rubrikennoù war he lec’hienn genrouedad ; kartennoù-hetoù ha kement zo) hag a-benn nebeut e c’hello tapout al label live 1.

Dibabet he deus hep gortoz oberoù all da vont war-du al label 2. Meur a hent a gemero evit dont a-benn : reiñ da anavezout ar garta Ya d’ar brezhoneg d’an oberourien lec’hel, dilennidi ha kevredigezhioù ; lakaat e plas ur steuñv stummañ war ar yezh evit an implijidi en goulenno ; ledanaat ar c’hinnig divyezhek war an teulioù ofisiel embannet gant ar framm.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn