Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label Ya d’ar brezhoneg zo bet roet da Lannarstêr.

Label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg zo bet roet d’an it. Thérèse Thiery, maerez Lannarstêr, gant an ao. Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg. War ar marc’had eo bet lakaet he c’humun ganti war hent al label a live 2.

Abaoe 2006 e oa Lannarstêr o kemer perzh en argerzh-mañ ha goude bezañ bet kaset da benn ar 5 ober, bet votet gant ar C’huzul-kêr d’ar c’houlz-se, ez eo bet roet dezhi al label kentañ-mañ.

Gwiriet eo bet ez eo bet kaset an holl oberoù da heul da benn : staliañ panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; ober un enklask war ar brezhoneg e-touez implijidi ar gumun ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; sinañ ur gevrat kefridi gant an Ofis ; skoazellañ diorren ar c’hlasoù divyezhek er gumun.

An divyezhegezh a vo diorroet gant ar gumun war ar savadurioù koulz ha war ar panelloù-henchañ, ar plakennoù-straed pe ar panelloù elektronek.

Divizet en deus ivez ar C’huzul-kêr kinnig servijoù klok e tro ar skolioù divyezhek (magouri divyezhek, kreizenn dudi e brezhoneg…)a-benn tizhout al label 2.

Kumun nemeti an departamant o kinnig un deskadurezh divyezhek klok eus ar skol-vamm betek al lise eo Lannarstêr.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn