Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2021 ko)  Fichier pdf 
  Kelenn d’an dud deuet : kadarnaet ar c’hresk

Embannet eo bet bilańs bloaziek ar c’helenn d’an oadourien gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg: 5 000 den deuet o deus heuliet kentelioł brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2009 dre gentelioł sizhuniek, dre stajoł pe dre lizher, da lavaret eo +2,5 % e-keńver 2008.

Er c’hentelioł-noz ez eo an eil distro-skol da-heul gant ur c’hresk. Ur c’hresk 4,2% zo e distro-skol 2009, un tamm bihanoc’h eget e 2008 pa oa 6%.
An holl zepartamantoł zo gant ur c’hresk avat, splann pe splannoc’h.

Bresk eo kresk an niver a skolidi er c’hentelioł noz memes tra : digresk zo evit a sell ouzh an deraouidi, abalamour da zigresk al live-mań e Penn-ar-Bed dreist-holl. E 2008 a oa bet ur bloavezh digeriń gant kalzik a lec’hioł nevez. N’eo ket bet heńvel e 2009.

E takadoł pobletań Breizh e kaver ar muiań a dud deuet a zesk brezhoneg : Roazhon a chom ar gumun ma kaver ar muiań a oadourien o teskiń brezhoneg er c’hentelioł noz ha Naoned an eil.

War-raok eo aet ar stummadurioł hir kinniget e-keńver 2008, ha kenderc’hel a ra an niver a stajidi 6 miz da greskiń.

An holl roadennoł dre ar munud evit ar c’hentelioł noz, evit ar stajoł hag ar c’hentelioł dre lizher a vo kavet er bilańs klok a zo amań kevret.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn