Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg 2005

Evit ar pevare gwezh eo bet aozet gant Ofis ar Brezhoneg, diwar c'houlenn Kuzul-rannvro Breizh, "Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg".

Pal ar prizioù-mañ a zo talvoudekaat labourioù a sikour diorren ar brezhoneg er vuhez foran. Tri friz a vez roet e pep hini eus an tri rummad (hiniennoù, kevredigezhioù hag embregerezhioù).
D'ar Merc'her 18 a viz Mae en Abati Daoulaz eo bet roet ar prizioù dirak an Ao. Yann-Bêr Thomin, Prezidant ar bodad Glad, Sevenadur ha Sport ha karget eus ar politikerezh yezh e Kuzul-rannvro Breizh.

Loreidi ar rummad "hiniennoù" : Céline Soun evit hec'h obererezh war dachenn ar c'hoariva, Arno Elegoed a ginnig BT e brezhoneg ha Ferroudja Aït Aoudia he deus divizet deskiñ brezhoneg a-benn kelenn en hentenn divyezhek.
Loreidi ar rummad "kevredigezhioù" : an UBAPAR a ginnig tremen an DABU hag an DARE e brezhoneg, Kentelioù an Noz evit o labour buhezekaat e brezhoneg e Naoned ha Fea evit bezañ broudet skrivagnerien nevez da embann e brezhoneg.
Loreidi ar rummad "embregerezhioù" : TV Rennes evit e abadenn Urban Breizh, Marc ha Cécilia Paugam labourerien douar bio barrek da ginnig o labour e brezhoneg ha Ouestélio a zo aet dreist d'an traoù arouezel a c'heller kinnig e brezhoneg war un dachenn deknikel-kenañ : ar moullañ niverel.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn