Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ya d’ar brezhoneg : Gouenou a resev al label live 1

An ao. Michel Phelep, maer Gouenou, en deus resevet label 1 ar garta en anv e gumun d’an 18 a viz Meurzh. Dirak an it. Monique Guiavarc’h, eilmaerez hag an ao. Erwan ar C’hoadig eus Ofis ar Brezhoneg en deus lakaet Gouenou war hent eil live al label Ya d’ar brezhoneg evit kenderc’hel gant an oberoù dibabet ha diorren reoù all.

Goude bezañ savet panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun hag ul logo nevez divyezhek, ez eus bet strivet gant ar gumun evit krouiñ ur rann levrioù brezhonek el levraoueg-kêr hag a vez pinvidikaet ingal abaoe.

Kinniget he deus ur stummadur war ar brezhoneg da implijidi ar gumun o doa goulennet (tud e karg eus ar vugaligoù dreist-holl). Skoazellet he deus diorren an hentad divyezhek ha 84 bugel, da lavaret eo 8% eus bugale ar c’hentañ derez, zo enskivet eno.
Mod-all, skoazellet he deus Gouenou da grouiñ ar vagouri divyezhek kentañ e Breizh.

Meur a ober zo war ar stern avat. Panelloù-henchañ divyezhek ha panelloù-glad evit kinnig istor ha savouriezh ar gumun a vo staliet en div yezh war dachenn Gouenou en amzer da zont. Brudañ a raio ar gumun an emglev Ya d’ar brezhoneg e-touez he c’hevredigezhioù hag hec’h embregerezhioù.
En em glevet a raio gant ar c’humunioù tro-war-dro evit degemer en he c’hlasoù divyezhek an holl vugale en goulenno.


 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn