Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kumun Lokunole a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

8vet kumun Kumuniezh-kumunioů Bro Kemperle o sinań ar garta eo Lokunole goude an Treoů-Kerne, Molan, Kerrien, Kemperle, Rieg, Skaer ha Tremeven.
Aozet e oa bet al lid-sinań e ti-kęr Lokunole d’ar 24 a viz Meurzh 2010 dirak ur bern tud.


Sinet eo bet gant an ao. Jean-Yves Le Coz, maer, ar gouestl bet votet gant e Guzul-kęr e miz Here 2009 dirak an it. Scelo, eilmaerez, meur a zilennad eus KK Kemperle hag an ao. Erwan ar C’hoadig eus Ofis ar Brezhoneg.

Dibabet ez eus bet 5 ober da gas da benn dindan 3 bloaz gant ar C’huzul-kęr.

Evit ul lodenn vat anezho e tennont d‘ar panelloů divyezhek : e diabarzh hag e diavaez an ti-kęr ; war an holl savadurioů zo en e zalc’h ; war an hentoů evit mont-tre pe mont e-maez ar gumun. Ar paper-lizher ivez a vo divyezhek diwar vremań.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn