Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  6vet Nozvezh europat ar Mirdioł

Evit ar 6vet bloavezh da-heul e vo aozet, d’ar 15 a viz Mae 2010, Nozvezh europat ar Mirdioł. Kinnig a reer abadennoł e brezhoneg e Dinan hag e Brec’h.

Ambrouget gant Jean-Claude Morvan, kelenner war ar brezhoneg, pep hini a c’hello gweladenniń tour-meur Dinan, savet war urzh an dug Yann IV, ur skouer vrav eus tisaverezh Breizh er 14vet kantved. Gant an heńcher eta e vo displeget buhez an dug d’ar c’houlz-se hag istor ar savadur. Digor e vo leurdoenn an tour-meur ivez d’ar re a gemero perzh er weladenn-se.
Un eurvezh e pado ar weladenn e brezhoneg (adalek 8 eur 30 betek 9 eur 30 g.m.)

Mod-all e vo tu da welet ivez, e kegin ar c’hastell, panelloł an diskouezadeg zo bet savet gant Ofis ar Brezhoneg diwar-benn istor ar brezhoneg.

E Mirdi ar Gwenan e Brec’h e vo degemeret ur c’honter hag ur gwenaner, da gontań dimp mojennoł tro-dro d’ar gwenan hag an doare da zesevel an amprevaned ken prizius-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn