Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (48 ko)  Fichier pdf 
  Deuet eo er-maez Geriaoueg ar c’hleweled

Goude Geriaoueg ar vuhez foran, Anvioł bronneged Europa ha Geriaoueg ar stalioł eo bet embannet ar c’heriaoueg nevez-se gant TermBret : 500 termen diazez evit an dud a vicher hag evit Yann vrezhoneger.

Pa vez studiet un dachenn nevez gant TermBret ez eo evit bastań da ezhommoł ar vrezhonegerien dre vras ha re an dud a vicher ivez. Kendelc’her a ra ar greizenn dermenadurezh da bourchas an ostilhoł zo ezhomm evit kas ar brezhoneg war-raok, en ur zibab da gentań an tachennoł mallusań.

Kalzik a draoł nevez zo bet war dachenn ar c’hleweled er bloavezhioł tremenet, gant ar skinwel, ar skingomz hag ar Genrouedad. Dre se ez eus muioc’h-mui a dud o labourat war an dachenn-se e brezhoneg : aktored, kazetennerien, teknikourien...
Un darn vat anezho a labour e brezhoneg. Pouezus e oa klask diorren ha stabilaat ar c’heriaoueg eta ha lakaat anezhi da vezań anavezet ivez rak en em silet eo ar bed-se en hor buhez pemdez ha tro hor bez da gomz ingal eus an holl demoł-se er gźr pe el labour.
Ha graet hoc’h eus ar pezh zo ret evit dilezel ar rouedad hertzian ? Ha gwelet hoc’h eus ar bomm bruderezh diwezhań a zo diouzh ar c’hiz ? Ha plijet oc’h gant ar filmoł skrij pe an teulfilmoł ?


Evel boaz eo bet pennaouet an termenoł testeniekaet dre skrid koulz ha dre gomz a-raok bodań tud a vicher ha yezhourien. Kavout a reot frouezh o labour a-stroll en ul levr teknikel, modern hag aes da lenn.

Evit urzhiań al levr-mań, trugarez da implijout an urzh-prenań stag.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn