Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (246 ko)  Fichier pdf 
  9vet lid roidigezh Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg

E Kuzul-rannvro Breizh eo bet lidet d’ar Merc’her 19 a viz Mae 2010 9vet PrizIO% rannvroel dazont ar brezhoneg dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro e-karg eus Yezhoł Breizh hag an ao. Jean-Michel Le Boulanger, besprezidant ar C’huzul-rannvro e-karg eus ar sevenadur hag an ober sevenadurel.

Krouet e oa bet ar prizioł-se e 2002 diwar c’houlenn ar C’huzul-rannvro evit lakaat war wel ha skoazellań an oberoł savet a-unanoł pe a-stroll evit ar brezhoneg.

4 rummad zo. E pep hini anezho e vez enoret 3 loread dibabet gant ur bodad-barn, ennań dilennidi hag izili eus an Ofis.

Er bloaz-mań eo bet dalc'het al lid er C’huzul-rannvro, dirak un hantergelc’hiad a dud deuet evit an darvoud ha digoret eo bet ar Prizioł gant sonerezh ar strollad Brieg Guerveno.

Er rummad « kevredigezh » eo bet gounezet ar priz kentań rampo gant daou framm eus bed ar sonerezh a implij ar yezh en o holl obererezhioł. Anv zo eus Bagad Landerne hag ar gevredigezh Nevez-amzer ar C’hastell-Nevez.
Tapet eo bet an eil priz gant C’hoarivari, ur gevredigezh a ginnig pezhioł-c’hoari e bro Gwened .
Aet eo an trede priz gant ar gevredigezh « Skoazell » he deus krouet evit an dud nammet un davańjer hep he far evit kas ha degas traoł. Plijet bras eo bet ar bodad-barn gant ar c’hoant embannet sklaer gant tud ar gevredigezh da ziorren ar brezhoneg e bed ar re glańv.

Er rummad « embregerezh » e lakaer war wel 3 framm a labour gant efedusted ha resisted evit ar brezhoneg en o mont en-dro. Da b-Produet e Breizh eo bet roet an trede priz evit e vrudadegoł e brezhoneg. Ouzhpenn-se e oa bet enfredet nevez ‘zo ur rener brezhoneger e penn ar framm. An eil priz a zo aet gant ar Semtram a labour da staliań un tramgarr e Brest. Gantań e vez kinniget ar raktres d’ar Vrestiz e brezhoneg koulz hag e galleg. Gant ar stal-vara Ty Forn Nevez, staliet e Sizun, eo aet ar priz kentań. Savet eo bet gant un den genidik eus Kembre en deus desket brezhoneg. E brezhoneg en deus divizet labourat ha bevań diwar-vremań.

Er rummad « strollegezhioł » n’eo ket chomet a-ziwar-lerc’h an tri framm loreet evit ober gant ar brezhoneg ha lakaat anezhań war wel : Ti Kumunioł Penn-ar-Bed (trede priz) ; Tiez-kźr Plouha ha Pleskob (eil priz rampo) ; Kambr Labour-douar Penn-ar-Bed (priz kentań). O strivoł dibar war o zachenn labour hag o oberoł a-zoare a ro deomp spi ha skouerioł kaer da heuliań evit lakaat ar yezh da vevań er vuhez foran.

Er rummad diwezhań, hini an « hiniennoł » ez eus bet roet prizioł da dri brezhoneger yaouank. Karine Bardy he deus bet an trede priz evit he labour en 2 yezh e diwallerez Plouzane ha tro-dro d’ar vugaligoł. An eil priz zo aet gant Arno Elegoet evit e labour war hir dermen evit ar vugale (hag ar re all ivez !) oc’h embann bannoł-treset hag albomoł. Yves-Marie Derbré en deus resevet ar priz kentań evit e labour da greńvaat ha diorren an holloueziadur brezhonek enlinenn « Wikipedia ».

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn pep loread e c’hellit pellgargań an teul amań kevret.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn