Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Plounevez-Moedeg : gounit al label Ya d’ar brezhoneg live 3 dindan 2 vloaz

War un ton gouel eo bet dalc’het lid-sinañ Ya d’ar brezhoneg gant ar gumun abalamour d’ar Redadeg a dremene e Plounevez d’ar Gwener 14 a viz Mae 2010 diouzh ar mintin.

Gant an ao. Gérard Quilin, maer ha kuzulier-departamant, an ao. Olivier Le Gall, eilmaer, hag an ao. Jean-Claude Riou, kuzulier-kêr, e oa bet sinet ar garta dirak an it. Mona Bras, kuzulierez-rannvro, Guillaume Morin eus Ajañs diorren an Ofis, bugale ha kerent a gemere perzh er Redadeg.

Mennet eo skipailh ar maer peogwir ez eus bet votet ganto dibab 29 ober da gas da benn dindan daou vloaz evit tizhout al label live 3. E Plounevez-Moedeg, 61% eus bugale ar c’hentañ derez a zo skoliataet en hentad divyezhek.
Ouzhpenn ar gevrat-kefridi a zo bet sinet, eo bet dibabet an oberoù hervez an tri ahel kinniget gant an Ofis : lakaat ar brezhoneg war wel, skignañ an anaoudegezh eus ar yezh, implijout ar yezh dre gomz en darempredoù gant an dud.

Plounevez-Moedeg eo ar pevare kumun e Kumuniezh kumunioù Beg ar C’hra o sinañ ar garta goude Plouared, Plounerin ha Tregrom.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn