Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Panellerezh divyezhek e golf Karaez

Golf Karaez a vo an hini kentań e Breizh gant ur panellerezh divyezhek (brezhoneg-galleg) war e hentad

Hiviziken e c’heller c’hoari e brezhoneg pe e galleg e golf Karaez. Bodet eo eno an holl elfennoů pedagogel zo ezhomm : ur panellerezh divyezhek nevez-flamm hag ur c’heriaoueg arbennik evit skoazellań ar c’hoarierien.

Da-geńver lid-sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg, d’ar Gwener 14 a viz Here, dirak an aotrou Claude Prigent, prezidant golf Karaez, hag an itron Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, eo bet kavet brav gant an dud a gar ar sport-se an nevezenti kinniget gant ar panelloů gwer o liv. Gant skoazell ar c’heriaoueg vihan bet savet gant servij termenadurezh an Ofis o deus gellet c’hoari e brezhoneg war ar c'hlazenn.

Ar c’heriaoueg-mań a oa bet savet diwar c’houlenn golferien eus al Liger-Atlantel evit aozań un tournamant etre mignoned. Roet eo bet digwener da holl berzhidi al lid.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn