Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Label 1 Ya d’ar brezhoneg da gumun Sant-Teve

Roet e oa bet al label d’ar Merc’her 26 a viz Mae 2010 gant an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis ha trede besprezidantez ar Rannvro, d’an it. Genevičve Richard, eilmaerez kentań.

War al lec’h e oa ivez an ao. Patrick Hervio, eilmaer dave evit seveniń ar garta hag an it. Isabelle Ariaux, eilmaerez, an it. Nelly Fruchard, maerez Pleskob, an ao. Patrick Le Pennhuizic, maer Laozag hag an ao. Jacques Madec, eilmaer Lokmaria-Kaer.

E-touez an oberoů kaset da benn e c’haller notennań panellerezh divyezhek an ti-kęr a laka Sant-Teve da vezań kumun gentań ar Mor-Bihan gant ur seurt panellerezh klok ha brav.

Ur c’hresk bras zo bet gwelet e skolioů divyezhek Sant-Teve m’emań 20% eus bugale ar skol-vamm en hentad divyezhek. En he frezegenn eo bet displeget fraezh gant an it. Lena Louarn pegen pouezus e oa diorren an deskadurezh divyezhek evit Rannvro Breizh. Roet he deus he gourc’hemennoů da Guzul-kęr Sant-Teve evit e labour da ziorren ar brezhoneg eta.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn