Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1893 ko)  Fichier pdf 
  Bro Sant-Brieg : Bev mat ar yezh e meur a dachenn met ul lańs nevez zo ezhomm

Kreskiń a ra an niver a vugale e skolioł divyezhek Sant-Brieg, kevredigezhioł oberiant zo er vro met tachennoł a chom da c’hounit evit ar yezh er vuhez foran.

Bro Sant-Brieg eo ar vro ma komzer ar muiań ar yezh e Breizh-Uhel. Kresket eo an dregantad a vrezhonegerien e-touez ar rummadoł yaouankań. Brasoc’h eo niver skolidi divyezhek tolpad-kźrioł Sant-Brieg eget hini tolpad-kźrioł Montroulez da skouer. Gwriziennet-mat eo ar c’helenn divyezhek e Sant-Brieg (an 3e kźr pobletań eo e Breizh evit dregantad ar c’helenn divyezhek er c'hentań derez).

Er vro e kaver frammoł evit Breizh a-bezh evel kreizenn stummań ar gelennerien war ar brezhoneg (ESSM), hag embanner brasań Breizh (TES) evit al levrioł brezhonek. Enni ez eus ivez ur greizenn Dudi evit ar vugale, staliet abaoe ouzhpenn 20 vloaz. Abaoe pell e kelenner brezhoneg d'an oadourien e Sant-Brieg ivez.

Aet eo ar c’helenn divyezhek war-raok, met dre ma chom kreizennet ar c’hinnig er gźr-benn n'eo ket aes deskiń ar yezh er vro. N’eo ket emdroet nemeur ar c’hinnig e-keńver 2004 : ne c’haller ket deskiń brezhoneg c’hoazh tro-dro da S.Brieg da skouer. Ha chom a ra an oberoł a denn d’ar brezhoneg douget gant ar bed kevredigezhel nemetken.

Un digempouez zo etre labour ar bed-se hag ar strollegezhioł tiriadel ma vank politikerezhioł yezh. E-keit-se eo aet ar brezhoneg war-raok un tamm e pep lec’h e Breizh en 10 vloaz diwezhań.(Kastell an Duged e Naoned, sinadur Ya d'ar brezhoneg gant Roazhon ha Redon, panellerezh-hent er Mor-Bihan,...) Sinoł a-du gant ar yezh zo bet merzet abaoe 2004 memes tra gant sinadur kentań ar garta Ya d’ar brezhoneg er vro, gant ti-kźr Porzhig.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn