Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2865 ko)  Fichier pdf 
  Bro Gwengamp : un adlańs da gadarnaat er bloavezhioł da zont

Chom a ra bro Gwengamp war ar podiom, en trede plas, evit an niver a yezherien. Ha 1225 den a zesk brezhoneg e doare pe zoare. Dale zo bet tapet avat, en dek vloaz diwezhań, evit diorren ar c’helenn divyezhek. Gwellaenn zo bet er bloavezhioł diwezhań memes tra.

Tuioł kreńv zo gant bro Gwengamp : 17% a vrezhonegerien da lavaret eo an trede bro e Breizh ma vez komzet ar muiań ar yezh. Kźr bennań ar vro, Gwengamp zo unan eus an tiez-kźr kentań o deus lakaet panelloł divyezhek e Breizh. An eil bro eo e-keńver ar vugale degemeret e brezhoneg er c’hampoł vakańsoł. E Bear emań magouri gentań an departamant oc’h ober gant ar yezh.

Met en holl ne stummer ket a-walc'h a vrezhonegerien evit kempouezań koll ar yezherien. Ha n’eo ket bet cheńchet kalz tres ar vro abaoe 2003 war dachenn ar c’helenn divyezhek. Digempouez a chom er vro, abaoe an diagnostik kentań, etre ar reter hag ar su eus un tu ha peurrest ar vro eus un tu all. Kalz a zale he deus tapet ar vro war bro Treger-ha-Goueloł ivez, pa oant a-live war an dachenn-mań, dek vloaz zo. E Gwengamp eo chomet sac’het ar c’hresk.

Ezhomm zo da genderc'hel da astenn rouedad ar skolioł divyezhek er c’hentań derez ha reiń an tu d’ar skolidi divyezhek da vont betek al lise ivez. Gant bro Montroulez e chom ar vro nemeti e Breizh-Izel hep lise divyezhek.

Evit mont war an tu-se, skoazell ar bed politikel zo hollbouezus, ouzhpenn da hini ar bed kevredigezhel evit ma c’hallo chom ar vro er penn a-raok er bloavezhioł da zont.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn