Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  E Plouzane e vez c’hoariet mell-droad e brezhoneg ivez

Klub mell-droad kentań Breizh eo ar Plouzane AC o tivizout ez ofisiel labourat evit ar yezh.

An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro e-karg eus Yezhoł Breizh, a oa aet da Blouzane (kumun bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg ganti) d’ar Sadorn 29 a viz Mae evit lid-sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg gant ar PAC.

Meur a zen a oa deuet d’an darvoud-se ha sinet e oa bet dirak an ao. Bernard Rioual, maer Plouzane, an ao. Leon, prezidant ar C’hlub, an ao. Ferelloc, bet prezidant gwechall, an ao. Yann-Fańch Kerneis, dilennet e Plouzane hag ezel eus kuzul-merań an Ofis.

Gant 600 ezel eo deuet ar PAC da vezań klub brasań Penn-ar-Bed. Ha divizet eo bet gant e Guzul-merań kas 8 ober da benn evit diorren ar brezhoneg : sevel kartennoł-hetoł, kartennoł-bizit, un deiziadur bloaziek ha paper-lizher ; staliań kit panellerezh an Ofis ; krouiń ul logo divyezhek ; treiń al lec’hienn genrouedad ; aozań oberoł brudań.

Ur bern bugale ezel eus ar c’hlub ha skoliataet e hentad divyezhek ar gumun a oa deuet d’al lid ivez.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn