Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kentika 2010 : nevesaet eo bet doare brezhonek ar meziant

Nevesaet eo bet ar meziant Kentika a ro an tu d’an deuliaouerien ha d’al levraouegerien da verañ dalc’hadoù levrioù. Gant Maripol Gouret e oa bet kaset da benn un droidigezh vrezhonek eus ar meziant-se e 2008. Ganti eo bet nevesaet an droidigezh anezhañ ur wezh c’hoazh.

Aes eo priziañ pegen talvoudus e c’hell bezañ ar meziant Kentika en ur vont da furchal e-barzh lec’hienn divyezhek pinvidik-mor Kreizenn dafar Sevenadurel Keltiek krouet gant Maripol Gouret ha meret gant Brendan Guillouzic-Gouret : http://www.kdsk-bzh.org:8080/


Ur greizenn liesvedia eo ar Greizenn dafar Sevenadurel Keltiek (daou lec’h zo dezhañ, unan e Gwened hag egile e Sant-Ervlan). Pal ar greizenn eo “reiñ da anavezout d’an holl ar yezh, al lennegezh hag ar glad sevenadurel breizhek en o endro keltiek hag europat”. E pep lec’hiad e c’haller kavout en tu-hont da 10.000 teul da lenn war al lec’h pe da amprestañ.

Ar meziant divyezhek-se a ro tu d’ar vrezhonegerien da furchal e dastumadegoù an div levraoueg, da glask aes e-touez al levrioù, ar c’helaouennoù, ar pladennoù. Gallout a reont ivez mirout teulioù dre al lec’hienn.

Evit gouzout hiroc’h : http://kentika.net/
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn