Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (342 ko)  Fichier pdf 
  Skoazell : Rannvro Breizh a ro arc’hant evit stummañ kelennerien war ar brezhoneg.

E 2009 e oa bet krouet ar stignad stummañ-se. Kendalc’het e vo gantañ er bloaz-mañ ha kreñvaet zoken.


Adalek bremañ e c’hall an dud leuniañ un teul da c’houlenn kaout ar yalc’had-se (5000 € dre ziv wezh). Gouestlet eo d’an dud a fell dezho prientiñ ur master kelenn divyezhek.

Dre ma fell da Rannvro Breizh diorren ar c’helenn divyezhek ez eus bet krouet ur stignad skoazell hiniennel d’ar stummañ evit d’an dud a fell dezho dont da vezañ kelenner war ar brezhoneg pe kelenn e brezhoneg.

En eskemm d’an arc’hant bet roet dezho e ranko an dud dibabet gant ar bodad-barn doujañ d’un nebeud reolennoù : heuliañ aketus ar stummadur, en em ginnig d’ar genstrivadeg tuta kelennerien ar skolioù divyezhek (pe kelennerien liseoù ha skolajoù divyezhek) ha kelenn e-pad 5 bloaz da vihanañ en ur c’hlas divyezhek.

Evit gouzout penaos tapout kaout ar yalc’had-se (penndivizoù, deiziataer ha kement zo) klikit war al liamm-mañ :

http://www.bretagne.fr/internet/jcms/preprod_40522/bourse-skoazell-destinee-aux-futurs-enseignants-francais-breton-2010



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn